Samaritaned

Ur strollad sokio-sevenadurel ha relijiel a bPalestina hag Israel eo ar Samaritaned (hebraeg: שומרונים, Shomronim; Hebraeg ar Samaritaned:שומרים, Shamerim; arabeg: سامريون). Ne vezont ket anavezet evel Yuzevien na gant an ortodoksiezh yuzev, na gant rabinat meur stad Israel hag a lavar ez eo "proselited diratozh" ha "diskennidi trevadennourien asirian" anezho - pezh ne seblant ket bezañ gwir. Hervez al lodenn vrasañ eus an istorourien ez int diskennidi poblañs israelitek ar vro. Koulskoude, pasporzhoù israelat a zo bet roet da gazimant an holl samaritaned e fin ar bloavezhioù 1990 - met re palestinat ivez.

E 2019 e konted 820 Samaritan o vevañ e Kiryat Luza e-kichen Nablous, Palestina hag e C'holon, Israel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search